Lrc Player

An distro euz a vor saoz

Tri yann
[06:41.21]·Synced by Guest·
This lyric sheet isn't paired with a song yet, so lines are shown but won't sync or seek.

[00:00.70] Etre parrez Pouldergat ha parrez Plouare

[00:07.35] ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme

[00:15.34] evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez

[00:22.77] en deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a Vreiz;

[00:30.48] Evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-Zoz.

[00:38.72] Me'm euz ma mab Silvestik e ma int ouz e c'hortoz;

[00:46.17] me'm euz ma mab Silvestik ha n'em euz nemet-han

[00:53.87] a la da heul ar strollad, gand marc'heien ar ban.

[01:03.19] Evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez

[01:09.57] evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-Zoz.*

[02:52.46] Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad,

[03:00.17] me gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab;

[03:08.16] ha me sevel em' c'haonze raktal war ma gwele:

[03:16.39] - Otrou Doue! Silvestik, pelec'h oud-de-breme?

[03:24.90] Marteze em oud ousp ouspenn tric'hant ieo deuz va zi

[03:33.15] pe tolet barz ar mor braz d'ar pesked da zibri;

[03:41.41] mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,

[03:49.64] te vize bet ereujed bremañ, ereujed mad;

[03:57.87] Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri :

[04:05.85] - Kenavo d'id, Silvestik, ne n'az gwelinn ket mui;

[04:14.08] mar kaffenn da eskern paour tolet gand ar mare,

[04:22.07] oh! me ho dastumefe hag o briatefe…

[04:30.13] Ne oa ked he c'homz gant-hi, he c'homz peurlavaret,

[04:37.85] pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen koliet,

[04:46.11] pa skoaz eul lestr a Vro penn-da-benn dispennet

[04:53.82] kollet gant-han he raonnou hag he wernou breet.

[05:52.27] Leun a oa dud varo; den na ouffe lavar,

[06:01.59] na gout pe gelt zo amzer n'en deuz gweiet ann douar.

[06:11.41] He Silvestik ao eno, hogen na mamm na ad,

[06:21.16] na mignon n'en doa, siouaz! Karet he zaou-lagad.