Lrc Player

Karantez vro

Unknown artist
[03:59.36]·
This lyric sheet isn't paired with a song yet, so lines are shown but won't sync or seek.

[00:09.28] E korn va c’halon zo ur gleizenn

[00:15.75] ‘Baoe va yaouankiz he dougan

[00:21.59] Rak siwazh, an hini a garen

[00:27.45] Na gare ket ‘r pezh a garan

[00:33.55] Eñ na gare nemet ar c’hêrioù

[00:39.92] Ar morioù bras, ar Broioù pell

[00:45.76] Ha me ne garan ‘met ar maezioù

[00:52.15] Maezioù ken kaer va Breizh-Izel !

[01:05.69] Ret ‘voe dibab ‘tre div garantez

[01:11.55] Karantez-vro, karantez den

[01:17.92] D’am bro am eus gouestlet va buhez

[01:23.76] Ha lez’t da vont ‘n hini ‘garen

[01:30.15] Biskoazh abaoe n’am eus en gwelet

[01:35.99] Biskoazh klevet keloù outañ

[01:41.85] Ur gleizhenn em c’halon zo chomet

[01:48.49] Pa ‘gare ket ‘r pezh a garan.

[02:01.76] Pep den a dle heuilh e Donkadur

[02:08.40] Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ

[02:13.99] Gwasket ‘voe va c’halon a-dra-sur

[02:20.36] Pa ‘gare ket ‘r pezh a garan

[02:26.20] Dezhañ pinvidigezh, enorioù

[02:32.86] Din-me paourentez ha dispriz

[02:38.70] Met ‘drokfen ket evit teñzorioù

[02:44.02] Va Bro, va Yezh ha va Frankiz !