Lrc Player

Bro va c'havell

Unknown artist
[04:22.43]·
This lyric sheet isn't paired with a song yet, so lines are shown but won't sync or seek.

[00:05.22] Me zo ganet e Bro-Dreger

[00:10.27] Etre ar Menez hag ar mor

[00:16.13] ‘Tre Koad an Noz ha Landreger

[00:21.45] E kaerañ Bro zo en Arvor

[00:26.76] E Bro-Dreger, Bro sant Erwan

[00:31.54] Bro an aodoù, al lannegi

[00:37.38] Ma hiboud ar stêrioù arc’hant,

[00:42.69] Ma kroz an donn war ar bili

[00:46.69] Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

[00:53.31] Te zo ‘vidon ar c’haerañ Bro

[00:57.57] Rak me da gar Bro va c’havell

[01:02.62] Betek mervel me da garo.

[01:26.28] Pa gantrean er Broioù pell

[01:33.46] Va c’halon ‘vez bepred em Bro

[01:39.30] Ya, me ‘glev da c’halv en avel

[01:43.82] Ha me da wel em hunvreoù

[01:48.34] Da goefoù gwenn ‘stumm gwennili

[01:53.11] Da vannieloù er pardonioù

[01:58.43] An dridi-mor, ar gouelini

[02:04.00] Da hentoù don ha da gleuzioù

[02:09.04] Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

[02:14.55] Te zo ‘vidon ar c’haerañ Bro

[02:18.79] Rak me da gar Bro va c’havell

[02:23.86] Betek mervel me da garo.

[02:48.56] Hag un deiz, mar plij gant Doue

[02:54.40] ‘Tistroin da Vro va c’havell

[02:59.71] ‘Vit echuiñ va zamm buhez

[03:05.03] Etre Perroz ha Tregastell

[03:10.35] Me ‘savo ‘n ti war lein ar roz

[03:15.38] ‘Touez ar reier, a-dal d’ar mor

[03:21.51] Ma klevin milc’hwid ar serr-noz

[03:25.76] O kanañ diwar doull va dor

[03:30.02] Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

[03:36.65] Te ‘zo ‘vidon ar c’haerañ Bro

[03:40.89] Rak me da gar Bro va c’havell

[03:45.70] Betek mervel me da garo.