Lrc Player

Gwerz Kêr-Is

Unknown artist
[04:04.11]·Synced by Guest·
This lyric sheet isn't paired with a song yet, so lines are shown but won't sync or seek.

[00:12.43] Petra'zo nevez e Kêr Is

[00:18.79] ma 'z eo ken foll ar yaouankiz

[00:24.90] mar glevan-me ar binioù

[00:30.76] ar vombard hag an telennoù

[00:36.60] N'eus e Kêr Is netra nevez

[00:42.18] met an ebatoù 'vez bemdeiz

[00:47.23] e Kêr Is n'eus nemet traoù gozh

[00:53.61] hag an ebatoù 'vez beb noz.

[00:59.45] Bodennoù drez 'zo diwanet

[01:05.57] e dor an ilizoù serret,

[01:10.33] ha war ar baourien o ouelañ

[01:16.18] e hiser ar chas d'o drailhañ

[01:21.77] Ahès merc'h ar roue Gralon

[01:27.87] tan an ifern en he c'halon

[01:32.65] er penn kentañ deus an diroll

[01:38.52] a gas d'he heul ar gêr da goll.

[01:44.09] Sant Gwenole gant kalonad

[01:50.48] 'zo bet meur a wech kaout he zad

[01:55.53] ha gant druez an den Doue

[02:00.86] a n'eus lavaret d'ar roue :

[02:06.70] Gralon, Gralon, lakaet evezh

[02:12.54] d'an disurzhioù a ren Ahez

[02:17.33] rak tremenet 'vo an amzer

[02:22.38] pa skuilho Doue e gonner

[02:45.23] Hag ar roue fur spouronet

[02:52.67] d'e verc'h en deus bet kelennet

[02:57.98] met diskaret gant ar gozhni

[03:02.77] n'eus mui an nerzh da stourm outi.

[03:08.60] Ha skuizh gant rebechoù he zad

[03:14.18] evit mont deus e zaoulagad

[03:18.70] he deus graet gant drouksperejoù

[03:24.01] ur palez kaer tost d'ar sklujoù.

[03:30.12] Eno, gant hec'h amourouzien

[03:35.17] emañ fenoz an abadenn

[03:40.21] eno, en aour hag en perlez

[03:45.53] evel an heol e par Ahez.