Lrc Player

An durzunel

Unknown artist
[07:41.24]·Synced by Guest·
This lyric sheet isn't paired with a song yet, so lines are shown but won't sync or seek.

[00:40.01] Kalz amzer am eus kollet o furchal ar c’hoajoù,

[00:45.86] Klask tapout an durzhunell kousket war ar brankoù.

[00:57.81] Devet am eus va amors ha tennet am eus fall

[01:03.92] Achapet an durzhunell ha nijet er c'hoad all.

[01:15.88] Diouzh an noz ha d'ar mintin 'klevan al laboused,

[01:21.98] O kanañ, o fredoniñ, da veg ar gwez pignet.

[01:34.21] Ha n'eus nikun anezho hag a bik ma c'halon,

[01:40.33] Evel mouezh an durzhunell o welañ d'he mignon.

[01:52.54] Hirvoudiñ ‘ra noz ha deizh gant ar boan ha glac'har,

[01:58.67] ‘Vel un intañvez paour kollet ganti he far

[02:10.63] “Petra, durzhunell yaouank, a dourmant da galon ?"

[02:16.74] "Kollet em eus, emezi, ma fidelañ mignon"

[02:28.69] Ma na zeu ar chaseour d’ober din-me mervel

[02:34.79] Me ‘varvo gant ar glac’har da ma mignon fidel

[02:47.01] N’eus na zouten, na remed, na konsolasion

[02:59.24] Kapabl da zont da galmin tourmanchoù ma c'halon

[03:11.45] Trec’het on gant ar glac’har mont a ran da vervel

[03:17.56] Met ne varvin ket kountant ma ne varvan fidel”

[03:29.78] Gwelet em eus o vervel an durzhunell yaouank

[03:35.89] Disec’het 'oa ma c’halon gant ar boan ha tourmant

[03:47.84] En deus c’hoazh repetet: "Ha ma mignon fidel"

[03:53.86] Gant ar c'hoant da vervel raktal eo tremenet

[04:06.08] Melezour sklaer ha brillant deus ar fidelité

[04:18.03] Ur model ar sinseran deus ar gwir garantez

[04:30.52] Nann, na varvin ket kontant, ma na varvan fidel

[04:36.54] Ha biken ne zizoñjin marv an durzhunell

[05:06.04] ♪

[05:11.35] Kalz amzer am eus kollet o furchal ar c’hoajoù

[05:12.05] ‘Vit sourpren an durzhunell kousket war ar brankoù

[05:18.45] Skoaziet am eus ma fuzuilh met tennet em eus fall

[05:26.96] Tec’het eo an durzhunell ha nijet er c’hoad all

[05:35.19] Diouzh an noz ha d’ar mintin ‘klevan al laboused

[05:45.28] O kanañ, o fredoniñ, da veg ar gwez pignet

[05:53.53] Ma n’eus nikun anezho hag a bik ma c’halon

[06:01.23] Evel mouezh an durzhunell o welañ d’he mignon

[06:09.20] Hirvoudiñ ‘ra noz ha deizh gant ar boan ha glac'har,

[06:19.56] ‘Vel un intañvez paour kollet ganti he far

[06:27.26] Ma n’eus nikun anezho hag a bik ma c’halon

[06:35.49] Evel mouezh an durzhunell o welañ d’he mignon

[06:44.80] “Petra, durzhunell yaouank, a dourmant da galon ?"

[06:53.03] "Kollet em eus, emezi, ma fidelañ mignon"

[07:01.01] Ma na zeu ar chaseour d’ober din-me mervel

[07:09.50] Me ‘varvo gant ar glac’har da ma mignon fidel